Deiz-ha-Bloaz

Un dro c’hoazh d’an nadoz vihan :
Warc’hoazh, mar bez ho polontez
Warc’hoazh am bo bet teir gwech ugent vloaz !
Teir gwech ugent hañv
Teir gwech ugent goañv
Teir gwech ugent vloaz !
Teir gwech fenoz enta
Me ‘dlefe kanañ Magnifikat…
O ! Kavet am eus evel pep den
Kavet ‘m eus war hent ar vuhez
Drez ha spern ha pri ha mein ruilh
Skorn hag erc’h ha tan ha kurun
Ha poan hag anken ha trubuilh
Ha dispriz ha dienez
Ha goap ha kasoni
Ha kleñved ha kañvoù
Bet am eus naon ha sec’hed
Bet am eus riv
Gouzañvet em Ene, em Spered, em c’halon
Hag em c’horf paour ‘ta
Va Doue !
Kerzhet am eus en deñvalded, en digenvez
Kerzhet war ribloù an islonk
Ha galvet gant daeroù trema ‘n Neñv…
Va c’hroaz ? He douget am eus-hi dereat ?
Siwazh ! Lies am eus he ruzet
He zreiniet, he stlejet d’am heul
‘Vel ur samm digar…
Lezenn ar vuhez eo :
Stankoc’h ar reuz eget al levenez.
—’Vit un dra hon laouena a zo kant hag hon nec’h —
Levenez ha dudi ‘velkent :
Levenez ar Frankiz
Kreiz ar maezioù gouez
E-touez ar gwez
Laboused ha bleunioù gouez
Frondoù yac’h
… Ha loened, loened, loened
Loened am anav evit o mestr
Hag am douj, hag am c’har
Chas karantezus a lenn em daoulagad
A lip an daeroù war va jod
Loened hag a drid o c’halon c’hlan
Gant trouz va botoù tachet
Hag a respont d’am galv
Pep hini en e yezh.
… Dudi ar boazioù kozh
Ar geveleriezh, ar genskoazell-se
Etre tud ar maezioù
Evel pa vijer holl kerent.
Teir gwech fenoz, o va Doue
Deoc’h Bennozh ha Trugarez
Gant levenez a lavaran
Grit ma kerzhin ar peurrest eus va buhez
Gant ar memes hent
An hini a gas davedoc’h
Davet ar re zo dija ganeoc’h
Hag am eus gouelet dezho kement
Ha grit o va Doue
Ma welin va Bro o splannañ
Dishual ha digabestr
… Ha dieubet diouzh ar Vezh…
Amen

[3 a viz Ebrel 1965]