Da Itron Varia Gerriwalen

Itron Varia Gerriwalen
C’hwi zo pell zo skoazell va gouenn
Itron Varia Gerriwalen
Selaouit hirie va fedenn.
Itron Varia Gerriwalen
Pet gwech eo deut va mammoù-kozh
Da zaoulinañ dirak ho skeudenn
Gant doujañs en ho chapel gozh ?
Pet klañvour ‘n deus kavet ar yec’hed
Dre ho krasoù, dre ho skoazell
Pe bugel graet e gentañ kammed
War bavezioù mein ho chapel ?
Pet gwech va mamm da zeiz ho pardon
‘Deus douget doujus ho skeudenn
Gant Levenez ha devosion
Pet gwech douget ho panniel gwenn ?
Hirie m’ho ped ‘vit ar glañvourien
‘Vit an holl re zo en anken
‘Vit an holl re a zo en arvar
Er poanioù kriz hag er glac’har.
Ho pediñ ‘ran evit Breizh-Izel
Dindan ar wask pell amzer zo
M’ho ped roit dezhi ho skoazell
Ma kavo he Frankiz en-dro.
Ma teuy d’ar gêr hec’h holl vugale
Zo ‘c’hounit bara en harlu
Ma vo d’an holl labour adarre
E skeud ar Banniel Gwenn ha du !
Itron Varia Gerriwalen
Int a gano deoc’h-c’hwi laouen
Int a gano deoc’h-c’hwi Trugarez
O c’halon leun a Levenez !

9 a viz Gwengolo 1970