Da Heloiza

Da Héloïse Boulanger, Doue d’he fardono

Mantret c’hoazh va c’halon
Gant keloù da varv, Heloiza
Trec’h eo bet an Tonkadur
War da hirstourmad kalonek
Da c’hedal a raen bemnoz
Va lagad war dor an trepas.
Enlouc’het don eo bepred em empenn
Trolinenn da sae kambr ruz-glaou
Az kwiske ken meurdezus.
Azezañ ‘raes war ar gador nemeti.
Atav az pije madigoù ‘n ur voestig koant
… Hag e komzemp :
Eus red hor c’hleñved
Eus ar gêr
Eus da Abalard !
Eus da deir rozenn wenn
Komz ‘raemp eus an Douar
Douar sakr hon Tadoù kozh
An trevadoù. Al loened
Atav war ar memes hedad gwagennoù
Daoust d’an Oad ha d’an derez disheñvel
Te yaouank. Me kozh
— Ha kozhañ ‘ra ar c’halonoù ? —
Te pinvidik. Me dibourvez
(Pep den en deus e deñzor kuzh.)
Poket az poa din doujus
D’an Eur ma kuitais palez ar boan.
Ugent miz a dremenas
Skrivañ ‘rajen. Bemdez o vont da arc’hoazh.
Ha setu marv va rozenn ruz
Mantret va c’halon az poa aloubet
Hep gouzout dit
Hogen, fenoz ur steredenn divoas
Am eus merzet o lintrañ
Du-hont a-us d’ar gêr a gares
Na flamm he sklaerded en oabl glas-du
Ken flamm ha da sae kambr seiz ruz

Gouere 1968