Brud. Fotoioù. Medalennoù.
Ha divhar torret
Hag ufernioù divantibulet
Ha poan-spered. Ha daeroù.
Evit petra ? Lorc’hajoù ?
Redek. Krapat. Lammat.
Ruzata war an Erc’h :
Nag a nerzh foranet !
Evit plijadur arvestourien
Ledanoc’h o genoù eget o skiant.
Er c’heit-se. Pet ha pet peizant kozh
Bet mat da redek
Bet mat da lammat
Bet mat da grapat
— Kuit a vedalennoù, na fotoioù —
Pet o dije ezhomm hiziv
A graperien da sevel er gwez
Da droc’hañ dezho danvez tan ?
Ha ne gavfent ket ur c’hristen !
Lod a zo o redek war-lerc’h medalennoù
Lod o tigeriñ o genoù dirak ar skramm
A ! Marzh ar C’hoarioù Olumpek !…
24 a viz C’hwevrer 1980