Brug ha Lili

O Doue meur an Neñv !
Daoust ha c’hwi ‘garfe
Ne vije mui nemet ur vleuñvenn
En ho liorzh da vare an Eost ?
‘Met ur seurt bleuñv, ur seurt trevad ?
Bez’ hoc’h eus bleuñvioù a bep liv
A bep stumm. A bep frond
O vleuniañ da bep seurt mare
Daoust ha c’hwi zo o klask
Gwelout hini pe hini o vont da get
Pa lezit darn da gemer re a lec’h
Da zebriñ magadurezh darn all
D’o disabrañ, d’o aloubiñ, d’o mac’hañ ?
Daoust hag ar bleuñvioù bihan
Ne blijont mui deoc’h
Doue meur an Neñv ?
Daoust hag-eñ ne dalv’ ket
Un dornad kleierigoù brug ruz
Kopell wenn lorc’hus al lilienn ?
Daoust…

20 a viz Du 1964