Barzhoneg eus Bro-Bers

Atravet noz ha deiz da brederiañ war va flanedenn
N’ouzon a-belec’h e teuan, na da belec’h ez an.
Evit perak va Bezout ? Evit petore harlu ?
Met nann, me ‘oar, eus krec’h on deut
Ha di e tlean distreiñ.
Me zo Eostig ar Baradoz, er gaoued evit un nebeud deizoù
Levenez ! Dont a ray an Deiz ma nijin da ga’t va muiañ-karet
Va divaskell a skoio war e zor !
Met piv an Hini-se am selaou hag a gomz
War un dro gant va alan ?
Piv eo Hennezh hag a sell ouzhin gant va daoulagad
Hag eo E Vuhez va Buhez ?
Te eo, Aotrou. Va Ene zo Te.
Te zo aze, da gaout a ran.
Ehan ebet mui evidon. Va mouezh n’hello mui tevel
Blein ac’hanon. Diskouez din an Hent d’ez Ti.
C’hoant am eus tañva blaz mezvus an Unvaniezh.
Ma teufe dit en difenn ouzhin. Me ‘dorrfe pep tra.
Va Fedenn n’eo ket ur Bedenn, Aotrou.
Ma ne wel ket va Ene ac’hanout tal-ouzh-tal
Pa dasson ar galv, ma pedan troet war-zu ar santual
Eo war-zu dit da-unan
Evit da Gened-te da-unan
Pediñ ‘ran, gant jestroù aner. Komzoù ven
Pedenn ur pilpouz, dilusk hag unton
Mezh am eus eus va Fedenn
Aotrou mezh am eus.
Ne gredan mui sevel va daoulagad warnout.
A-benn kredout pediñ, ‘vefe ret bezañ un ael
Met me zo en Harlu, diskaret ha saotret
Peoc’h eta. Peoc’h d’am Fedenn
Aotrou, ne c’hell ket da dizhout
Hogen pediñ ‘ran. Va dlead eo, rak m’eo ret din lavarout
Tourmant va c’halon, p’en deus diouer ouzhit
Aotrou e selloù a druez
Truez evidon
Sell ouzhin.

[Genver 1969] Diwar Roumi.