He gened ‘oa par da hini an Doueez To’nga
He dargreiz ‘oa moan evel kef un abrikezenn ha gwenn evel an Erc’h.
He dremm en doa stumm kenedus al Loar.
He muzelloù damzigor frondus ‘vel deil ur vleuñvenn d’ar mintin.
He c’homzoù rouez ‘vel ar jad hag ar mein prizius
Koll ‘oa kened ar c’houmoul gant hini he blevad du hir.
Koll ‘oa kannder an Erc’h gant he c’hroc’hen
He selloù a wagenne evel tonnoù an dibenn-hañv
Hec’h abrantoù ‘oa hañval ouzh livusted ar c’hoadoù en Ebrel.
Ar bleuñv o doa gwarizi dre ma ‘n em ‘gavent displann en he c’hichen
An haleg ‘oa trist dirak he freskter dispar
He gened ‘oa dispar ha netra na dalveze hec’h ampartiz
Bevañ ‘rae a-dreñv ridozioù ha teltoù brodet he zi
Ne rae van ebet ouzh froñj ar balafenned hag ar gwenan o c’hournijal dibaouez en-dro
dezhi.
Viet-Nam