Ar Puñs

Merglet ar c’helorn houarn-pil
Ruz ar chadenn war an traouilh
Man o sevel war ar varlenn
Ha geot hir etre ar pavez.
Glas eo gant ar spoue
An nev-vaen he femp kogn.
An iliav eleveziek a guzh
Mein dijuntr penn ar puñs
Ma neizh ennañ ur golvan…

28 a viz Mae 1967

E galleg