Ar Preñv hag ar Valafenn

En noz-mañ ‘m eus klevet em levraoueg
Ur preñv-paper o komz d’ur valafenn-noz :
En em silet on etre pajennoù Avicenna
Gwelet kalz eus dornskrid Farabi
Met n’em eus ket meizet c’hoazh prederouriezh ar Vuhez.
Chom ‘ran bepred er memes teñvalded
N’em eus ket kavet ar sklêrijenn.
— Ar valafenn hanter losket gant ar flamm a respontas :
— An teñzor prizius-se n’e gavi e levr ebet.
Ar birvilh eo a ra bevoc’h ar Vuhez
Ar birvilh hepken eo a ra dezhi divaskell.

22 a viz Here 1974,
diwar Iqbal, Pakistan.