I
Me zo ur c’hozh paotr yaouank
Seder ha disoursi
Gant netra n’am eus tourmant
Eürus ‘barzh va zi
II
Perak n’on ket dimezet ?
O ! amzer am eus c’hoazh
‘Touez kement a vestrezed
Diaes ober ar choaz.
III
Rak bez’ am eus mestrezed
‘Zhpenn un hanter dousenn
Ha bep Sul ‘z an da welet
An hini ‘dro em penn
IV
Bep Sul e ran un droiad
‘Ti hini pe hini
Gant tout on erru mat
Me ‘ran forzh a hini
V
Me zo un tamm paotr dizrouk
Ken na c’hwit va butun
Neuze ‘z an ‘trezek ar bourk
Ken prim hag ar c’hurun.
VI
Ma choman-me da gozhañ
Me ‘doucho pansion
Neuze on ‘sell da brenañ
Un té-lé-vi-si-on…
VII
An dro-se me a welo
Koantennoù ‘leizh an ti
‘C’h ober ur mil bern ardoù
Ken ma vo fae ganin
VIII
‘Vank din kammed a labour
E-touez va mestrezed
Galvet a ven da sikour
Pa vez labour preset
IX
Pa ‘z in d’ar Baradoz
‘Vel ur sant ‘vin pedet
Sant patron ar plac’hed kozh
Hag an intañvezed…
24 a viz Mezheven 1965