… Ya da, den fallakr
Plijadur ‘ra dit va dienez
Ha n’out ket ‘vit kuzh da blijadur
‘Leizh da c’henoù bras a lârez
« Me am eus dastumet madoù
Me am eus arc’hant, tiez, douaroù
— Ha te ? petra ‘c’h eus graet te ? »
… An hini a c’hoapaez
Va faotr kaezh,
Kement ha te en deus poaniet
Met sede : e jiletenn
‘Oa ket ken frank ha da hini.
Eveldout ne ouie ket eñ
Tennañ dour d’e vilin…
Met tevel a rankan
Ar paour n’en deus gwir all ebet
Nemet tevel !
… Goude tout, selaou :
Da vern madoù ? N’o c’hoantaan tamm
Te avat n’ac’h eus ket a-walc’h c’hoazh,
Karout ‘rafes zoken kaout ivez va zamm
Ha va lakat war an douar noazh
Ha c’hoazh e c’hoarzhfes gant da c’henoù bras
Un deiz koulskoude fougeer
Un deiz ‘n em gavo
Ha ne dalvezo
Ket kalz muioc’h da ludu
Eget va hini…
Here 1965