Añjeluzoù en Tour EIFFEL-B e 74

Alleluia ! O pebezh joa !
Yaouankizoù Breizh-Izel
Deut eo ganeoc’h an taol da vat
Gwintet eo Peul ar skinwel
Ha pennfollet kement gallgar
Un druez eo o glac’har.
Ya va Broiz bezet joaus
Ho spered zo disammet
Etrezoc’h c’hwi ’vo evurus
Echu d’ar skinwel daonet
Da skignañ gevier war hor Bro
Gant hekzagonnirioù…
Alleluia ! O pebezh joa !
Pegen glan bremañ hor Gwelva.
Etc.

1974