An Oaled paour

— En santout a ran ! Hep ar spered a baourentez, hor buhez ne vije ket bet anezhi,
hor bezoud priedel a vije marv. Ar spered a baourentez zo evel al laezh a roi d’az
mibien.
— A betra e vevjemp-ni, va fried-me, ma ne vijemp ket paour ?
— Penaos e vagjemp-ni hor C’harantez ma n’hor bije ket, evit biken, en hor C’halon, ar
baourentez peurfonn-se ?
— Hep ar spered a baourentez, o maouez, nag e vijemp bet paour e gwirionez !
— Du-mañ na c’houzañvi ket a lubanerezh, na c’houzañvi ket gwastadur ar
soubladurioù.
— Va-unan ‘vezin ouzh da azeuliñ. Ha da azeuliñ a rin e sioulded va buhez-pad.
— Du-mañ an holl draoù ‘vezo plijus, pep pezh arrebeuri, pep tamm moger, pep
maread amzer, pep sell ha pep soñj dre ma tougint holl ar sakradurezh. Pep tra ‘vezo
gwerc’h, pep tra paour.
— Deus ma veizez priz divent ar baourentez. Deus m’En deus graet Doue ac’hanout
gouest da veizout al levenez.
— Kenunvaniadur hor buhezioù hag hon Oaled. Kenunvaniadur hon oaled hag an dud.
Kenunvaniadur an dud ha Doue hag ar Grouadelezh. Deus maouez, krouadurez ha
krouerez.
— Paouez da vezañ te da-unan evit bezout. Hag e trec’hi rak neuze e vezi muioc’h
egedout da-unan. Bez’ e vi te-ha-me.
— Te ! Karout a rez bezañ va fried ? Karout a rez dont ganin da grouiñ dimp ur Boud
hag a vezo te-ha-me ? Asantiñ ‘rez dont da gemer ur vuhez nevez a vezo da hini ha va
hini ?
— Deus, ma n’ac’h eus ket doan rak karout. Deus, ma out laouen o vervel evit ma savo
ur wezenn diwar da zismantr.
— Paouez da vevañ, paouez da ‘n em vagañ, paouez da darlammat. Leugn da skevent
a roidigezh evel dialanadurioù ur marv mennet. Ha deus… ur mousc’hoarzh war da
ziweuz.
— Deus da zegemer pok da vezoud nevez. Deus da gavout a-nevez em daoulagad da
bersonelezh. Deus da zegemer eus va daouarn, da galon o talmiñ, da bersonelezh
peurbadel.
— Ret eo ma vevfe an eil evit egile ‘n ur en em reiñ ar haelded leun, hag ar fiziañs
didermen.
— Deus, dreist-holl mar karez ar baourentez. Ma asantez degemer un Oaled dibourc’h,
gwisket gant gwrez ha levenez.

[Here 1965]
Diwar Ramon Soley Ceto.