Dre ur blijadur diaoulek e tistrujer an deiz a hiziv kened ar maezioù
Eus ar c’hwezek roud avel
E sav en aer garmoù gouez.
Yud ha safar pennfollus
Eus ar c’hwezek roud avel :
Garmoù gouez. Ar gwez a gouezh
— Aberzhidi digablus —
Eus ar c’hwezek roud avel
E sav en aer garmoù gouez !
27 a viz Genver 1969