Santad bugel

Ar garantez-se ‘vit ar gwez ?
Abaoe va oad tenerañ
Ma flouren o fluskenn
Gant va dornig babig
Ma pegen outo va skouarn
Da selaou sarac’h o deil
Boubou o skourroù o weañ en avel foll
Ha strak o briñsoù sec’h o terriñ.
Ma striven da grapat uhel-uhel
Bepred uheloc’h a varr da varr.
Labous hep askell !
Ha bamañ alese ouzh an dremmwel.
… A ! Na displijus an diskenn
Ha teurel adarre troad war douar !
… Gwez va bugaleaj, livirit din ‘ta
A belec’h e teue din-me ez-vihan
Ur garantez ken don evidoc’h ?
— Marteze on bet gwezenn
en amzer gent…

Gouere 1974