Sahara ?

P’eo razhet ar c’hleuzioù
Pa ne gan mui labous !
Evel un daolenn fin ar Bed
Ar blaenenn arblaen en dremmwel
Forzh kelanoù ramzel
O izili a-strew, o sev o tiverañ :
Ar gwez meur dibennet
(O drouklazh an Inosanted !)
Sebeliet mesk-ha-mesk
‘N o liñsel drez ha spern
Beziet e Bered-voutin an Hent don
Etre daou gleuz foeltret
Etre daou Sahara
Etre div Siberi
Tachenn a vrezel diret : tachenn a vezh.
Plaenenn diblaen, ledet aze
Da fulor ruz an avel-foll
A c’hwezh eus ar c’hornôg
A yud eus a walarn
A sut hag a droc’h evel an dir
Pa ‘n em sil eus ar biz
A suilh evel an tan
E deizioù gor an hañv…
Pa dro war-zu ar su.
Plaenenn simudet
Intañvez eus he laboused
Eus he louzaou-pare
Eus bangor hec’h ograoù-meur
He bleuñv hag he frouezh gouez.
Aberzh d’an doue Progrès ?
Klozet a-dreñv un orjalenn-dredan :
(En arvar o buhez)
Un tropell annoerezed
Skoelf o lagad, o selloù spouronet
A glask en aner
Harzoù glas o domani kent
(Bremañ noazh ha divent)
Freskter ha disheol ar Fô
Goudor ha gwasked ar c’hleuzioù
Hag ar poull ma torrent o sec’hed ?
Leuniet eo a gefioù gwez
Hag a faselloù mein frailhet
An annoerezed a bennfoll
A suc’hell hag a veog
A skrap an douar gant fulor
A dro hag a zistro
En-dro d’ar Varjan gozh
Mamm-you-gozh an tropell
O mestrez en dachenn.
Furoc’h eo ar vuoc’h kozh ?
Plegus d’an Tonkadur ?
Pe mantret he c’halon ?
Gourvez ‘ra ‘kreiz ar Park
He bugale-vihan
A sell outi gant eston
A ra ‘n-dro dezhi ur c’helc’h
Hag a c’hourvez d’o zro.
Hag e talc’hont o sened-meur
(An neñv ‘intent o yezh
hag a veiz o droukrañs)
Droukrañs ‘keñver an Den
Ken sot, ken kriz ha ken emgar
Gant e holl skiantoù
Hep koustiañs ‘bet mui
Hag e ourgouilh divent.
Ha mallozh an tropell
‘Voe galvet war an Den
Hag e ardivinkoù diaoulek
Awenet gant Satan
Goveliet gant Vulkin
E tri mil tan forniez Lusifer
Ma n’eo bet c’hoazh
Gouest d’e lazhañ
Gwad glan pep Inosant
Gwad al lazhadegoù
Ar gwad a red e lazhdioù
Gwad pep tachenn emgann
Gwad an holl vrezelioù
Ar gasoni, ar Vezh.
Gwad an Den ha gwad al loen
Na sev glan ar Plant
Hag ar gwez drouklazhet…
Rorate cœli desuper
Et nubes pluant justum !

3 a viz Kerzu 1975