Pedenn

… Aotrou !
Lavar hepken ur ger ha me ‘vo pare
Rak n’on ket din e teufes tre em zi…
Zoken m’az kwelfen o tremen
Ne gredfen ket deredek d’ez saludin
Ne gredfen ket zoken stokañ va biz ouzh freñj da sae
… Pa vefes avat, kuzhet e pleg an hent
‘N em daolfen d’an daoulin
Da bokat, gant daeroù da roudoù da dreid
Chomet enlouc’het er boultrenn.
Hag e kavfen ar pare…

22 a viz Genver 1968