Ouzh Skeud al Loar

I
Pourmenet ‘m eus en noz klouar
Va-unanig ouzh skeud al Loar
Sioul o selaou kan an Douar.
II
Tavet pell zo an Eostig-noz
Moredet holl skrilhed ar roz
Peoc’hus al Lanneg ‘n he repoz.
III
Hogen e sioulded an noz kann
E-kreiz morad aour ar balan
‘Seblante sevel ur c’hlemmvan !
IV
Tro-war-dro din n’eus den war wel
‘Met skeud ar pin war an dremmwel
Pe mouezh ‘ta ‘glevan en avel ?
V
Ha bez’ eo mouezh lammdour ar Froud ?
Bez’ an dourredenn o hiboud’ ?
— Mouezh hon Hendadoù o hirvoud’ ?
VI
Mouezh hon Harozed eo a groz
E-kreiz al Lann war lein ar roz
E sioulded kevrinus an noz :
VII
« Hor buhez zo aet en ho kerzh !
Hag aner ‘ve bet hon aberzh ?
Ar maezioù-mañ zo un dezerzh !
VIII
Klevit hor mouezh, klevit hor Galv
Dihunit prim, Broiz war sav
Ma vevo Douar Breizh atav ! »

21 a viz Mae 1970