Un Apotiker ‘oa anezhañ.
Aozañ ‘rae (gant gerioù)
Louzeier ha bevaennoù
Gouest da gennerzhañ.
Gouest da bareañ
Kement klañvour er vro-mañ.
Bez’ en doa gerioù evit ar Bobl
Ha gerioù all evit ar Vrientinien.
Gerioù lemm da vroudañ ar re laosk
Gerioù habask da sioulaat ar re daer
Gerioù askellek evit an hunvreer.
Gerioù trenk evit an trubard
Gerioù c’hwerv ‘vel ar vestl evit an enebour
Gerioù leun a Gened evit an Arzour
Gerioù o stirlinkat evel pezhioù arc’hant
Da herlinkat kalon ar re wallc’hoantek
Gerioù meur d’an Eneoù balc’h
Gerioù sakr d’an Eneoù deol.
Gerioù boull d’an Eneoù glan
Gerioù a Garantez d’ar c’halonoù ardant
Gerioù ken dous ha mel
Evit an dudigoù-bugel
Gerioù o sevel d’an Empenn
Evel chouchenn !…
Hag an apotiker diboell :
Barzh farouell
A strewe er pevar avel
Teñzor e lavar :
E louzoù hollbare,
Rak ma krede ‘oant gouest hag efedus
Da zihun Ene e Ouenn
… Siwazh !
Louzoù kousket n’edont ken !
14 a viz Mae 1970