Noz an Nedeleg 78

A, ya, en gouzout a ran
Eo pec’hed leñvañ en noz-mañ
M’eo barrleun pep kalon a Levenez
Padal n’on mui evit mirout
Ouzh va memor mont da gantren
Du-hont em zraonienn vut.
Ha me bac’het amañ
Keid-all eus va douar
Keid-all eus va loened
Keid-all eus ar yec’hed.
Du-hont em c’hêr
N’eus ‘met gouelvan
N’eus ket ur skod tan
N’eus ket ur c’hreunenn vara
N’eus ket ur c’houlaouenn
N’eus ket ur c’hristen
Al loened fenoz a gomz etrezo
Goulenn a ray an eil ouzh egile
Pelec’h eta ‘mañ fenoz mestr an Ti ?

Lannuon, 24 a viz Kerzu 1978