Ni zo unan eus skourroù glas
Ar wezenn anvet Keltia
He sev ken brokus ha biskoazh
En avel-vor sonn en he sav.
Eus Gouenn ar Gelted omp
Ha ni zo ur Bobl…
Ni hon eus ur Vro.
Ni hon eus ur Yezh
Ni hon eus un istor
Ni hon eus ur sevenadur
Ni hon eus un Ijin
Ni hon eus un Hengoun
Ni hon eus hon Harozed
Ni hon eus hon Zud Veur
Ni hon eus hor Sent.
Ni hon eus bet a-viskoazh
Barzhed ha diouganerien
Meulet ha doujet bras
Ni hon eus Douar ha mor
Argoad. Arvor : Glenmor !
Ni hon eus kestell ha manerioù
Ilizoù ha chapelioù
Kalvarioù ha feunteunioù
Ni hon eus lennoù peskedus
Ni hon eus stêrioù
Ni hon eus koadegi ha lannegi
Brugeier. Douar-labour
Difraostet gant hon Hendadoù
Ni hon eus chatal ha jiboez
Ni hon eus Inizi ha menezioù
Porzhioù-mor ha bigi
Ni hon eus tourioù dantelezhet
Ha mein-meur an Drouized.
Ni hon eus bet Rouanez
Duged ha Dugezed
Ni hon eus bet Tierned
Penngadourien. Kabitened
Ni hon eus redet dre ar Bed
Dre an holl Vorioù
Ni hon eus badezet Inizi
Badezet Kêrioù ha Stêrioù
Gant anvioù hon zud dispont
Plantet banniel Keltia
Tro-dro da Vor Breizh.
Ni hon eus breudeur e Tramor
Ni hon eus sistr ha chouchenn
Ha gwiness ha wiski ha muskadig
Ni hon eus Gourenerien
Ni hon eus Kadourien
Ni zo bet — Ni zo bepred
Ne fell ket dimp mervel
Evel Pobl
Ne fell ket dimp bout sellet
Evel ur Bobl mevelet.
Dirak Doue. Dirak ar Bed
Ni zo Breizhiz. Ni zo Kelted.
Bevet Keltia !
23 a viz C’hwevrer 1975