Nevez-Amzer

Ar marc’heg bras
E borpant glas
A red ar Bed
War e varc’h-red
D’ar pevarlamm, a-dreuz, a-hed
Dre lann ha roz
Dre goad ha kloz
Toull e chakod
‘N ur vont a fot
Skoedoù aour war al lann melen
Skoedoù arc’hant war ar spern-gwenn
Diamantoù
Perlezennoù
War leton glas ar peurvanoù
Nozelennoù
Steredennoù
Bragerizoù
Strobinelloù
‘Hed ar c’hleuzioù, ‘hed an hentoù
Kleierigoù ouzh ar skourroù
Ma tintont holl
Bliv ha bagol
Pa stroñs an hent
Gant e varc’h « Gwent »
Marc’heg diroll
A red dre-holl
Mab henañ foll ar Priñs melen

Mae 1964