Neb na gar ket an dour n’eo gwirion e galon
Neb na gar ar bara na oar ket barn an douar
Neb a chom en e di ne gar an avel
Neb en devo an darvoud n’en devo al lijor
Na daeroù an adeo na Tonkad dirazañ
Rak hennezh a dremen hep gouzout e tremen.
Neb na gar ket an tan a gasa ar Vuhez pe he douj
Flammenn dourel ha loskadur a levenez
a c’hovel ar c’hefioù a gizell ar skourroù
Ar pesked meutal, al laboused pluenn ha pluenn
ar miled, an naered ma tebrint ha ma vint
Ha fuzennoù amprevaned war enaou
Neb na gar ket an noz ivez ar meiz na gar
Islonk a istribilh ouzh tric’hognadoù sterenn
Lec’h ma trid frondoù ar geot ha buhezioù tremenet
Hag ar Bed e ziabarzhoù difennet.
Neb na gar ket ar mor morse an hun ‘garas
Morz ar perzhier o vrañsellat o gwernioù
Gouziz peurbadel a klod an aodoù
Perlezenn koñsevet e stivelloù an hinon
Neg na gar an elevez morse ‘garas.