’N hini karetañ

I
Gant Feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan
Va c’halon o talmiñ, ‘n hini ‘garan
Gant feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan
Ar joa, al levenez a zeu gantañ
Ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant
Met evit hini ma c’halon ne lamm
Ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant
Ken ‘vez dirazon an hini ‘garan
II
Ha dont ‘ray hiziv ‘n hini karetañ ?
Ken ma vez erruet tamm na vevan
Ha dont ‘ray hiziv ‘n hini karetañ ?
Levenez ha joa a zeufe gantañ !
Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
D’am c’halonig paour se ne rafe mann
Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
Ma ne zeufe ket ‘n hini karetañ.
III
Siwazh n’eo ket deut ‘n hini ‘c’hortozan
Da reiñ un tamm nerzh d’am c’halon ken gwan
Siwazh n’eo ket deut ‘n hini ‘c’hortozan
Da reiñ d’am c’halon al levenez c’hlan
Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
Bepred e chomfe va c’halon ken gwan
Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
Peogwir n’eo ket deut an hini ‘garan !

Klañvdi Lannuon, 27 a viz Here 1966