Mea culpa

Na droch oc’h-c’hwi tudoù
O teurel mein gant o skritelloù
Ar gwir o deus d’ho harz da dremen
Prenet o deus
Paeet o deus.
Adsavet o deus dismantroù kouezhet
Tregont vloaz ‘oa en o foull.
Dre zigasted hor Broiz
A ya en kêr da brenañ ur gamprig
Kant mil lur ar metrad-karrez :
Gwerzhet gante o mereuri pe o milin
D’an Estren ‘vit un tamm gwerzh-butun.
Droch oc’h tudoù
O skeiñ mein gant o skritelloù
Skoit kentoc’h war ho peultrin.

30 a viz Mezheven 1967