« Mon pays, c’est ma prière »
(Va bro eo va fedenn)
Charles le Quintrec
Ma kouezhan em zremenvan
grit teir gwech sin ar groaz war va zal
gant olev sakr ar beorien
aotreit bara war an hent
d’am ene diwad.
Ma n’am bez mui anaoudegezh
pedit daouarn al lili
da serriñ va daoulagad
grit engraviñ va anv
war ar maen hag ar blantenn.
Ha ma varvan diwar va bro
ra vo hiziv an deiz
gant ur c’haer a daol-gwad
ma klevin e daou gorn va zal
‘vit an diwezhañ gwech
kalon talmus ar stivelloù.
Diwar Jili Baudry.