Luskellerez Nedeleg

D’am nizez vihan Maëla Le Borgne ha da gement Maëla a zo e Breizh
I
Kousk va Maëla garet
Er-maez an noz zo du
Kousk va bugelig karet
Rak an deiz zo echu
Ar goulm ‘serr he lagadoù
Tavet al laboused
Stered a bar en Neñvoù
An douar zo kousket
II
Kousk Maëla va c’hoantig
Er-maez an noz zo yen
Kousk prim ‘ta va bugelig
War da bennwele gwenn
Da Vammig dit a gano
Ur c’hantik kaer fenoz
Aeledigoù a nijo
En-dro d’ez kavell roz.
III
Kousk va bugel evurus
Du-hont e Bezleem
Emañ ar Mabig Jezuz
D’an Eur-mañ o tiskenn
Arc’hoazh vintin Maëla
Te ‘gavo ez potoù
C’hoarielloù ar bravañ
Ar gwellañ madigoù
Diskan
Kousk Maëla va bugel
Ken koantik ez kavell
Kousk Maëla va bugel
Da vammig da luskell
La la la la la la la (div wech)
O o o o o o o (div wech)
pe : La la la la la la la la

7 a viz Genver 1968