Lavar ’ta petra !

Pemzek lustrad zo bet hiziv
Ma on bet badezet en Iliz va farrez.
Ha ma vefe goulennet diganit
Petra ‘c’h eus graet eus kement a vloavezhioł ?
— Lavar ‘ta petra ?
— Karout ha poaniañ da vevañ
Karout ha gouzañv ar boan.
Karet am eus pep Boud
Krouet gant Mestr ar Vuhez :
An dud, al loened, ar plant.
Karet ‘m eus ar re a zlean dezho ar Vuhez
Ar re o deus va maget, va c’helennet
Va frealzet : kerent ha mignoned
— Bamet ‘m eus ouzh kened ul lod
Ouzh madelezh ul lod all
Ouzh nerzh un darn, ha skiant un darn all
Ouzh Koantiri ar babigoł
Ouzh Furnez ar re gozh
— Karet am eus hor Breudeur mut
Ar c’hezeg galloudus ha mistr
Ar chas feal ha doñv
An Ein bihan glan ha dinamm
An torad poñsined dindan askell o mamm.
An Evnedigoł nevez war vordig o neizh
Oc’h arvariñ da zigeriñ o divaskell
Abafet dirak ec’honder ar Bed bras.
— Karet am eus kan fentus ar goukoug
Notennoł strink an Eostig noz.
Safron ar wenanenn e kalir ar bleuñv
Ha koroll diboell ar Valafenn.
— Bamet am eus ouzh nerzh ar gwez-derv
Meurded ar Sedrezenn
Hardizhegezh ar Buplienn. Kened ar Roz.
— Dudiet on bet gant frond ar gwezvoud
hag al Lann, ar Spern-gwenn
Ar foenn nevez, hag an avalenned e miz Mae
Dudiet betek ar goursav
Gant red ar c’houmoul e prad an Ebr
Gant ar mil vedoł o lintrañ en nozioł diloar
Gant c’hoari an avelioł war ograoł ar Pin.
— Kroz kounnaret an Taran en deus va spontet.
Ha hiboud ar skluzioł war al Leger
Bilbilh ar wazhig arc’hant
O veradenniñ war ar bili lufr
O deus graet va dudi.
— Tridet am eus gant brall ar c’hleier
O seniñ deiz ar Pardon e Tregrom
Pe o lidañ ur vadeziant en tri bole.
Fromet on bet gant glaz an Anaon.
— Hegaset on bet gant trouz an trenioł
A gase va Broiz d’ar Gźr Veur ?
— O lezel an drez d’aloubiñ o bro —
Gouzañvet ‘m eus gant blej hiraezhus ar vuoc’h
D’he leue gwerzhet d’ar c’higer
C’hwirinadenn ankeniet ar gazeg
O tistreiñ diouzh ar foar m’eo gwerzhet hec’h ebeul
Kunud ar c’hi m’eo beuzet e chas bihan.
Ha begeil an oan m’eo marvet e vamm.
Gouzañvet ‘m eus blejadennoł gouez
An derv aberzhet d’an heskenn-dre-dan
Garm ur bugelig kouezhet e-kreiz ar fank…
— Va brasañ ranngalon eo gwelout douar va Bro
Piaouet gant an Estren.
Hag hor re yaouank o vezañ rediet
Da vout o mevelien.

4 a viz Ebrel 1980