Diwiskañ, dibourc’hañ hor Bro
Skubañ derv sakr an Drouized
Bezv ar Gelted hag o ivin
Ha kistin hor yaouankiz
Ma kane enne al laboused.
C’hwezhañ tan el lannegi
Er brugeier, er balan o wagenniñ
‘Vel morioù o dour aour
Ha skrivañ war gein noazh
Ar Vro gozh, e kement yezh estren
Barzhonegoù a gañv
Barzhonegoù digened
Gant o lizherennoù sonn
Reut ‘vel o dremmoù dir
Regennadoù hir a soudarded plom.
Gwerzennoù dilusk o gwez rousin
Dezhe anvioù iskis !
… Ha dizale
War ograoù-meur
O c’hoadoù teñval ha trist
Temzet gant ludu hor c’hoad-ni
E c’hoario ‘n ur ganañ
An Avel Atlantel
… Requiem hor Bro.
9 a viz C’hwevrer 1967