Kounnar ruz

Il n’est si petit ver qui ne se recroqueville si on lui marche dessus.

Nann ! ne gredan mui
Kerent kement karet.
Ne gredan ket mui parañ va selloù
War ho skeudennoù
War ho tremm e lennan re a rebechoù
Rebechoù d’am laoskentez, d’am digasted
Mankout a ran d’am deverioù strishañ :
Mankout da zifenn anterinded va glad
An hêrezh sakr-se tremenet a-hed kantvedoù,
A rumm da rumm en ho lignez.
An hêrezh sakr-se a lezan gwallañ
Gant doan da goll grasoù-mat
Pennaotrounez ar barrouz…
… Met c’hwi ‘oar mat, va mamm ha va zad
C’hwi ‘oar petra eo bezañ bihan
An dud vunut ! ? Gwell evito tevel
Tevel atav ha gouzañv.
Bout o buhez-pad dindan gazel-gê
Gant ar Vrientinien
Tudigoù zo n’o deus ket ar gwir
Da zifenn o gwir !
N’o deus ket ar gwir da skuilh un
daerenn war o reuzeudigezh
— Nemet e kuzh eus an holl…
Padal, n’hellan mui tevel
Re bell alkent am eus tavet
Mizioù ha mizioù am eus pasiantet
Etre mareadoù kounnar
ha mareadoù dic’hoanag
Re a c’hwervoni am eus berniet em c’hreiz
Un deiz dambrest e tarzho
ar bakadenn
Evel ur winterell re wasket
Ha wazh a se da unan bennak
Rak
N’eus netra washoc’h war an douar
Eget dañvad e kounnar…

24 a viz Eost 1971