Riwall ar M.
d’e vaeronez Gwenola C.
War ho tremm va mamm-baeron
E sked al Levenez.
Joa zo ivez em c’halon.
‘Vidon kaerañ devezh !
Padal n’on ‘met ur bugel
Nemet ur bugel paour
N’am eus netra em godell
‘M eus nag arc’hant nag aour
Met pa rit din an Enor
Da gomz e Brezhoneg
Me ‘brof deoc’h ‘vel un Teñzor
Va zammig Barzhoneg…
… Bennozh sent kozh Breizh-Izel
Warnoc’h ‘hed ho Puhez
Hag hor merzher Broadel
Da vezañ ho kwarez.
‘N ho tiegezh ra vleunio stank
Seder ha drant
Ar Plant yaouank.
Amen
20 a viz C’hwevrer 1976