† Da F. M. Roue, Doue d’e bardono
Setu ugent vloaz, keneil
‘Oa troc’het trumm neudenn da Vuhez
Tennet eus da wele
Da gas d’ar c’hlañvdi
Re ziwezhat ! Da Eur ‘oa deut…
Douget eus an ti d’ar c’harr
‘Oa dija ‘vidout na bu na ba.
Ha tremenet ‘oas kent loc’hañ.
… Holl edomp chomet mantret, dilavar,
Hag en-dro adarre eus ar c’harr d’an ti
Dour benniget hon daeroù warnout
Ha war al leur-zi.
… Ugent vloaz ! Ha bep bloaz d’ar c’hentañ ‘Veurzh
A raen va firc’hirinded d’an andred-se
Aze e korn ar blasenn
Siwazh ! Nag arlene nag hevlene
N’eo ket bet em galloud
Ha ne vo mui, aon ‘m eus.
Aet va nerzh da get da heul ar bloavezhioù
Met tra ma lezo Doue ganin va memor
Am bo ur soñj hag ur Bedenn evidout
Da geñver an deiz-mañ.
— Ma welan c’hoazh mizioù Meurzh all ? —
Doue da bardono da Anaon keneil
Ha Kenavo er Bed all. Spi ‘m eus.
Amen.
1añ a viz Meurzh 1978