Pa sko Iwerzhon war va dor
Va dor a zigor hec’h-unan
Hag e don va c’halon
Kerdin kevrinus a dasson :
Mouezh ar gwad ?
Eus donder ar c’hantvedoù
Pa n’edomp-ni nemet ur Bobl.
Ur Bobl unvan o tiskenn
Eus teñvalded ar Ragistor
O kantren dre ar Bed
War-lerc’h skeud hec’h Hunvre
O klask ar Gwenva-se peurbadel
Zo bet atav Kredenn ar Gelted
Treuzet o deus Traonienn ha Menez
Gwezegi, taouarc’hegi. Gouelec’hioù
Difraostet tachennoù da c’hounit magadur
Ha lezet warno o siell :
Kleuzioù-douar ha mogeroù-bili
Da glozañ o buorzhoù, o liorzhoù
O maezoù, o feurvanoù.
Labour ramzel tud youlek ha kreñv
Tud pennek ha difaezhus.
Azeulerien ar Gened
Telennourien ha Barzhed
Kelted strewet e pep korn ar Bed
Ho Spered hag hoc’h Ene
N’int ket nemeur kemmet
Hunvreerien omp chomet
Hon Hunvre zo ken meur !
Hon Hunvre zo ken kaer !
Hon Hunvre zo ken uhel.
Ma chomo Peurbadel
Ha morse peursevenet !
20 a viz C’hwevrer 1978