E memor eus va amezeg yaouank Frañsoa D.
Doue d’e bardono
— Ro peoc’h ! faouterig-koad.
Hor c’halon eo a rannez.
‘Welez ket ‘ta hon enkrez ?
Marteze out un divroad !…
Ha n’ouzout ket an darvoud ?
A ! Ni zo holl e kañv.
‘Glevez ket ‘ta hon hirvoud ?
Ro peoc’h : hon c’halon zo klañv.
— Glevez ket ‘ta ar pintig ?
Pegen trist e gantikoù !…
‘Gavez ket, ar boc’hruzig,
Eo klemmusoc’h e glemmoù ?
An eostig, eñ, a zo tavet mik…
— Paouez ‘ta da lorgnañ, faouterig
Ur bedenn eo a zere.
Met ret ‘vo lavarout dit, ‘m eus aon :
Gwellañ mab ‘voe er c’hontre
‘Oa aet dec’h da Anaon…
24 a viz Ebrel 1963