Balc’h ha dieub e veve Fañch Kouer
Gant e diad tud.
Eilet gant nerzh e geneiled vut
E tenne eus e dachenn
Peadra da vagañ e diegezh
— Da vagañ an Denelezh ! —
… Eilpennet eo pep tra :
Sachet ar yaouankiz d’ar Gêrbenn.
En ifernioù bouzarus ar banlevioù
O deus ganet a-vil-vern
Diaouloù dir
A gemer — dre gaer pe dre heg —
Lec’h an nerzhioù bev.
…. Aberzhet haelañ keneiled mab-den
D’ar gigerezh. Pe d’ur gammvac’herezh
Washoc’h eget ar marv :
Kemer ‘ra kêriz hor c’hezeg
Evit robodoù. Evit c’hoarielloù
Da bourmen war hon tevennoù
Ha dre hor maezioù
O c’hrakaotronez o bragoù strizh
O mini-dimezelled e mini-brozh :
Spontailhoù !… Kammvac’herezh !
O mini-Brezhoned !
6 a viz Mezheven 1967