Klemmoù Breizhiz
I
Mamm ar gwellañ hon Itron Vat
Mirit ar Feiz da bep Breizhad
Ha grit ma kavo pep hini
Labour ha bara ‘n hor Bro-ni
Breizh a c’houzañv
O Mamm Doue
Roit skoazell d’he Bugale.
II
Itron Varia ni zo skuizh
‘Welout o tec’hout hor Broiz
Hon bugale ‘vont a bep tu
Da c’hounit bara en harlu
Ha Breizh a ouel
Ha Breizh a glemm
Sec’hit an daeroù war he dremm.
III
Itron Varia mamm hegar
Ha bez’ zo Bro war an douar
M’hoc’h eus ken lies a chapel
‘Vel amañ ‘n hor Bro Breizh-Izel ?
Ha Breizh a gan
Ha Breizh a bed
He mamm garet gant Feiz bepred.
IV
Itron Varia ‘r Vretoned
Ha bez’ zo Bro all dre ar Bed
Warni planedenn ken garo
He bugale estren ‘n o bro.
Breizhiz a c’harm
Hag a hirvoud
Hon dieubit eus seurt darvoud.
V
Ha bez’ eo reizh, Gwerc’hez Santel
Gwelout ar Vamm ‘komz d’he bugel
Ar yezh estren, yezh ar mac’her
Ha dilezel hor yezh ken kaer
Dismeg eo dimp
Gwerc’hez Vari
Ar Bed holl ‘ra goap ouzhomp-ni.
VI
O Mamm Doue. Ho pet truez
Breizh ‘fell dezhi pediñ ‘n he yezh
Kanañ deoc’h meuleudi, bennozh
E yezh enorus he zud kozh
E pep pardon
E pep chapel
Da heul pep kroaz ha pep banniel.
VII
Daoulinet dirak ho skeudenn
Gant feiz ni ‘gas deoc’h hor pedenn
Roit ho skoazell d’hor Bro-Breizh
Mirit dezhi he yezh, he Feiz.
Hor yaouankiz
C’hoazh ho pedo
Gant Levenez e yezh o Bro.
VIII
Rak en Argoad hag en Arvor
Breizhiz ho kar hag hoc’h enor
En hor Bro-ni Gwerc’hez Vari
Emañ ho skeudenn e pep ti.
Hag evidoc’h
Hor bugale
A guntuilh holl bleunioù miz Mae.
IX
Gwerc’hez dinamm, o Mamm Santel
Ho pet truez ouzh Breizh-Izel
M’ho ped dirak lez an Dreinded
Difennit kaoz ar Vretoned
Hag en o yezh
Holl asambles
Int a gano deoc’h Trugarez.
4 a viz C’hwevrer 1969