Hunvreoù

— Goude teir nozvezh anhun, kousket ‘hed ar bedervet hag ober hunvreoù koant. Pegen bourrus !
— Dihuniñ dre spont eus ur gwall-hunvre ha merzout raktal ne oa nemet un hunvre pa c’hellje bezañ bet gwirvoud.
— Kaout dre e hunvre an holl dudioù nac’het outañ gant ar vuhez.
— Beajiñ dre e hun e Broioù pell, war vorioù hunvreet hag inizi espar. Bourrus eo ha fentus beajiñ ken pell, ken prim ha… ken digoust !
— Dihuniñ gant an doan da vezañ sac’het en e wele ha klevout div eur o seniñ. Na pegen bourrus adsouchañ !
— O dudi ! Bevañ dre an hunvre gant kerent ha keneiled karet aet pell amzer zo d’an Tu-Hont.
— Hunvreal en devez kollet e hent. Kantreet a-hed an noz dre venez ha traonienn, dre wenodenn ha milendall… ha dihuniñ diskuizh a-walc’h en e wele. Na bourrus eo !
— Hunvreal a rit hoc’h eus gounezet ar « Gros Lot ». Dont a ra d’ho chinañ, war digarez ober deoc’h gourc’hemennoù, kement truant ha korker ha fals keneil. Reiñ a rit lod da bep hini evit terriñ o avi, tennañ peoc’h eus o genoù hag ivez evit ar blijadur da reiñ !
Dre forzh reiñ eo diviet ho teñzor ha chomet kalz da zic’hoantañ…
Nag e kavit bourrus dihun ha gwelout n’eo ket c’hwi ar gounider.

E galleg