Goueleni Breizh

Gwelit en oabl a-us d’ar porzh
Tri gouelan o krial forzh.
O tarnijal en avel foll
Perak n’eus nemet tri en holl ?
Tri, n’eo ket diaes o c’hontañ
Dec’h ‘oa c’hoazh outo ouzhpenn kant !
— Perak e ouel ar goueleni ?
O treiñ ‘us d’ar porzh, ‘us d’an ti ?
— O ya, me ‘oar, al lanv du
Laboused marv a bep tu.
O divaskell ‘n o c’horfoù peg
Ur berad gwad e korn o beg !
— Gouelañ ? Pe fuc’hañ e gounnar ?
Leñvañ ? Pe guzhañ e c’hlac’har ?
P’emeur labous pe beizant
Pep unan ‘n deus e santimant.
… Ar bihan gant ar bras gwasket
Eus an derou da fin ar Bed ?

Ebrel 1978