(Maronad)
Da selloù ken doaniet
Paret war va re
A seblant ur bedenn
A ! Nag ‘m eus truez ouzhit.
Ha ma vije bet em galloud
Frealziñ dit da boan
A, ma vijen bet Pareour !
Eus a betra out kablus ‘ta
Ki paour ? Peseurt dle eta
Ac’h eus da baeañ, loenig mat
P’eo ret dit gouzañv kement
Kent rentañ da dammig buhez ?
Daoust ha kontet zo dit evel pec’hed
An nebeud vioù-se paket ganit e kuzh
D’ar mareoù ma vages chas bihan ?
Daoust hag e vefe ganit un Ene da salviñ ?
Ha setu te kollet bremañ Fousou.
Pelec’h ‘ta out tec’het, te ken gwan ?
Pelec’h out ‘n em guzhet da vervel
Evel da vreudeur gouez er c’hoadoù…
Tri deiz hon eus da glasket
Da c’halvet a-bouez da anv
Gant ur vouezh ankeniet
Respont ebet… A ! Kavout da gorf !
Da gorfig paour kastizet gant hirgleñved
Da gelan a chomo eta da wennañ
Dindan an Heol-loar ?
Pelec’h out ‘ta Fousou ?
Fousou ! Va Fousou mat !
9 a viz Gwengolo 1974