pe minimadoberoù
— Lavarout ur gomz dous d’un den kounnaret.
— Mousc’hoarzhin d’un den trist.
— Flourañ tal ur bugel trubuilhet.
— Ober ur pennad-kaoz gant un den kozh.
— Skrivañ d’ur mignon en harlu keleier eus ar Vro.
— Ober ur gefridi evit un den abaf.
— Reiñ da evañ d’ul loen klañv.
— Dourañ ur blantenn weñvet ? Marteze !
— Dougen he samm d’ur gozhiadez.
— Hetiñ e ouel d’un paour dilezet gant an disterañ profig.
— Louzaouiñ ur gouli doñjerus hep diskouez doñjer d’ar c’hlañvour.
— Prestiñ ul levr d’un den enoeet.
— Hadañ bruzun bara war an erc’h evit al labousedigoù.
— Adlakaat en e neizh ul labousig kouezhet d’an douar.
— Lavarout ur ger a-du gant an neb emeur o troukkomz diwar e benn.
C’hwevrer 1969