Da’m mamm
D’an Eurioù-mañ an noz
Tregont vloaz zo fenoz
Edos e maread diwezhañ
Da basion er Bed-mañ.
—Da basion ha va hini.
Ken poanius ’oa bet an disparti
Ken mat ’oa skoulmet hor buhez
Gant liamm didorrus ar Garantez.
Setu tregont gwech bremañ
’M eus bevet an Eurioù-mañ
An hevelep orolaj en hevelep lec’h
O seniñ pep hini, fenoz evel dec’h…
—Pep tra zo chomet merket
Gant da vezañs el lec’h-mañ.
Da blas en pep lec’h zo goullo da welout
Em Empenn, em c’halon out ken bev bepred.
Gant da vezañs diwelus tregont vloaz ’m eus bevet
Da gomzoù eeun ha fur
O vezañ va gerioù-stur.
Evit ren va buhez digenvez
En hevelep lec’h ma vevemp asambles
Tad ha Mamm ha bugel
Evel un triad santel
El labour hag en doujañs Doue.
Gant an amzer o tremen
Va nerzh ha va yec’hed
Aet siwazh da get
Met glaouenn ar Garantez
Ken bev ha biskoazh em c’hreiz
Evit tud va lignez en tu-mañ o poaniañ
Hag en tu-hont o tiskuizhañ.
Evit ar stourmerien a zifenn Enor Breizh
Evit an holl voudoù a vev
War Glad hon Hendadoù
7-8 a viz Eost 1981