Eur marzhus

Labour an deiz bremañ peurgloz.
Deut an Eur edon o c’hortoz.
Goude trevell ken danvezel
Pegen dous : un eur speredel !
Er sioulder on beuzet amañ.
En-dro din nep trouz ne glevan.
Netra ‘met trouz ar momeder
‘Kontañ takadennoù amzer.
Eur ar bedenn, eur ar studi.
Eur an hunvre, ar faltazi.
Eur doueel. Leun a dudi.
Nag a levenez en eur-mañ !
Un dra ‘fell ken d’he barrleuniañ :
— En oaled, ur skrilh o kanañ !…

2 a viz Ebrel 1963