E-tal an tan

Kinniget da Roparz Hemon
Sonenn
I
Me n’am eus morse redet
War-lerc’h arc’hant nag aour.
‘Skeud va labour ‘m eus bevet
Gant va zud ‘n o zi paour,
Hag hon-zri, ‘tal an tan,
Er goañv goude koan,
Gant marvailhoù ha kan,
Ni ‘ankouazhe hon foan.
II
Marvet eo va zud karet,
Pep eil gant ar gozhni.
Hag un deiz on ‘n em gavet
Va-unan ‘barzh va zi.
Ha va-un ‘tal an tan
Er goañv goude koan,
‘Lec’h kan n’eus met gouelvan
‘N em c’halon leun a doan.
III
Bloavezhioù am eus stourmet
Ouzh kleñved ha dispi ;
Dre m’on a-viskoazh douget
D’al labour, d’ar studi.
Met en noz ‘tal an tan,
Er goañv, goude koan,
Ouzh netra ne ran van :
Moredet en em poan.
IV
Met un deiz, « tra vurzhudus ! »,
Nijet eus Iwerzhon,
Heklev ho sonioù marzhus
A zihun va c’halon.
Ha bremañ ‘tal an tan,
Er goañv, goude koan,
Din va-unan m’o c’han
Da luskellat va foan.

4 a viz Here 1962