An enoe-se ! a glemm ar Barzh
Pa ‘n em gavan penn-ouzh-penn
Gant ur wezenn
Dre n’ouzon ket penaos komz outi !
Komz outi, Barzh ?
A-walc’h dit gouzout selaou
ar wezenn o komz.
Hi ‘oar kement keloù. Kement kevrin
A red ar Bed
P’int-i degaset dezhi bemdez
Gant ar Pevar-Avel !
Meurzh al Lard 1975