Didouell

Den paour
Na selaou ket ar re-se
A gan dit meuleudi
Hag a c’hoarzh ‘drek da gein
‘N ur lavarout etrezo :
Kredet en deus, an diod
Hon eus e gemeret evit un den meur

1965