Dallentez

— Berrweled hoc’h eus tudoù
Mar ned oc’h ket dall-mouek
Ober ‘rit eus ho pugale
Tud bouzar ha mut !
— Ne veizit ket ‘ta ?
Nann ? Ne veizit ket moarvat
Eo graet da vat o dibab
Gant an intellektualed yaouank :
Warc’hoazh — ha dija hiziv —
Ar Brezhoneg ‘vo o yezh.
Yezh ar gêr. Yezh o darempredoù
O bodadegoù. O frezegennoù
O diduamantoù. O yezh
War gement tachenn-studi.
War gement tachenn c’hoari.
Ar c’henwerzh, al labour.
Yezh o spered. Yezh o c’halon
— Hag ho pugale-c’hwi ?
— A gomzo — Ya da — meur a yezh estren
Met estrenien o-unan a vint en o Bro
E-touez o c’henvroiz. Chom ‘raint
Bouzar ha mut !…

22 a viz Here 1977