War varlenn prenestr an ti kozh
Teir falz, un higolenn
Ur morzhol, un annev.
War c’horre — an eil war eben
Div votezig koad melen
O choukoù lêr du.
Pri o doa paket du-hont
E dismantroù Hent an Ametist
Botoùigoù koad melen !
Botezigoù va steredenn !
Hag he c’hofignonoù glas-noz
Ma ‘deus steuet warno ar gevnidenn
He rouedig aerel rodheñvel !
— Peur e teuy en-dro
Va steredenn he zroad mibin ?
… Va steredenn zo klañv
Ha du eo va deiz ha du va noz !
… Sellout a rit dre brenestr an ti kozh
Botoùigoù koad melen
Peur e teuy en-dro hor steredenn ?
21 a viz Du 1970