D’al Lilienn Peurc’hlan

Hir ha yen ha du an noz : Kerzu.
An Douar o krenañ gant ar riv,
En teñvalijenn an dic’hoanag.
Beuzet en e bec’hed abaoe milvedoù
Ha sede en donañ un noz goañv
Ul luc’hedenn o tarzhañ…
Ur skinenn sklêrijenn o toullañ an Oabl,
Hag o tiskenn war ar Bed noazh ha yen,
Da hadañ ur c’hreunenn a spi.
Ha sede an Douar e go :
Engehentet eo al Lilienn.
Al Lilienn Peurc’hlan.
Al Lilienn a dougo, a c’hano, a vago
An Oan !
Hag e gwad glan an Oan,
‘Vezo gwalc’het pec’hed ar Bed.
Hag un Heol nevez a baro
War ar Bed kozh dasprenet.
Ha dougen ‘ray un anv doueel :
Karantez.

8 a viz Kerzu 1963