Brezhoneg ?

« Brezhonegañ d’am babigoù ?
Ya da ‘michañs ! Che ! N’on ket nay !
— Bo !… It dezho ‘ta e galleg saout
Din ne vern. Deoc’h eo da varn.
Gortozomp…
N’eo ket bet hir ar gortoz
Skuizhet prim ar vugale
O vout goapaet gant o c’heneiled
A-zivout o galleg-podoù
E rebechont bremañ
Gant fulor d’o mammoù
Bout nac’het outo
Yezh o bro. »

4 a viz Meurzh 1970

E galleg