War don an Alarc’h
I
Ur vran yaouank a Vreizh tramor (2 w.)
He deus mennet gwelout Arvor.
Din din dan d’an Arvor d’an Arvor o
Din din dan d’an Arvor eo deut.
II
Hogen re wan he divaskell (2 w.)
D’he dougen betek Breizh-Izel.
Din din dan…
Din…
III
War vourzh al « Loupard » eo plavet (2 w.)
Gantañ da Vreizh eo bet treizhet.
…
IV
Holl vrini Breizh p’o deus klevet (2 w.)
D’he saludiñ zo deredet.
…
V
O bran yaouank Bro-Iwerzhon (2 w.)
Te ‘c’h eus aloubet hor c’halon.
…
VI
Gant mousc’hoarzh da zaoulagad kaer (2 w.)
Te ‘c’h eus gounezet Bro-Dreger…
…
VII
A-dreuz hag a-hed hor Bro Breizh (2 w.)
Te ‘c’h eus graet mignoned a-leizh…
…
VIII
Na fromus ‘oa bet ar c’himiad (2 w.)
Holl ‘oa daeroù ‘n o daoulagad.
…
IX
Kenavo Keltig Iwerzhon (2 w.)
Ganit zo lod eus hor c’halon.
…
X
Ha Doue d’ez tegas en-dro (2 w.)
Digor ‘vo dit divrec’h hor Bro.
Din din dan…
9 a viz Here 1969